Programadur an hañv 2021


E miz Gouhere, daou zarvoud a galite :


D'an 10 ha 11 a viz Gouhere e vo ur marc'had arzourien hag artizaned ma tizkouezho ma moull-skeudennoù. Emgav e dachenn hag kreizenn an dudi e Mahalon ! Atalieroù, bistrakoù a bep seurt da furchal, sonerezh ... Lorc'hañ da ziv eur d'ar sadorn, hag un tamm fest-noz a ray plijadur da doud an dud da noz gant Folzig Trio. Keloù amañ : Pennad an Telegram, pagenn fasbourc'h an darvoud


Etre ar yaou 15 hag ar sul 18 a viz Gouhere e vo an emgav er gouel "Copeau comme Cochons" ! Gouel artizaned ar c'hoat. Stummerien brudet ha barrek a ginigo atalieroù evit deskiñ krouiñ traoù a bep seurt dre zorn. Turgn a berchenn, bankoù ingalañ, kizelerezh, neziñ ar gloan hag all ha tout-se e kreizh ur geriadenn vrav-kenañ troet war


an endro. Aze e kinigin atalieroù engravañ ar c'hoat ha moullañ gant ur voulerez dre zorn evit an deraouidi, a bado ur penn-devezh. Adalek 8 vloaz, 7 stajiad ur penn-devezh.


50 den a zeizh war al lec'h, gwelloc'h lakaat hoc'h anv ! Distaol evit ar re rakskrivet : 20€ ar penn-devezh ha 25€ evit an enskrivañ war al lec'h, + koust an degemer er gouel. Rakskrivañ a vez graet amañ, lec'hien ar gouel amañ.


30 views0 comments