Graet em boa ma fasennoù kentañ e bed an engraverezh e 2016, en un doare emzesket, dizalc’h hag arnodenek forzh pegement. Erruet eo din meur a vloaz goude pasionoù all a zo bet em buhez e-pad pell : muzik, dañs ha arzoù ar sirk. Koulskoude e voe ur sapre stokadenn ! Entanet e rejas gant an tu arzel ha teknikel, al labour a basianted, stokañ gant an dañvezioù ha krouañ ar skeudenn moullet. An holl ma bountas o teskiñ micher an engravour-skeudennour «dre an nor pe ar prenestr» ! Barregezhioù al labour-se ha hentoù ma buhez a lak arc’hanon da gontañ skeudennoù ha istorioù a daolenn ur gevredigezh pemdeziek, huñvreet pe vevet.

E kroazhent an arzoù, dornvicherioù ha micherioù al levrioù e vez kavet an engraverezh. Peurvat eo skeudennoù lieskement graet dre zorn evit boutinañ sentimenchoù ha menozioù. Graet e vez dre ziskouezadegoù, foarioù arzek, stajoù pe atalieroù poblek, ma-unan pe asambles gant arzourien all. 

foire aux croutes NB.jpg
mdl2018NB.jpg

C’hoant am eus da zont a-benn da zaou dra, da lavaret eo kontañ ha boutinañ ur sell ouzh ar bed a zo personel, politikel ha barzhek en un tu, hag en un tu all kinig ar binviji e implijan e doare ma c’hellfer ober ivez.